Konogan an Habask gant ar vombard ha Fañch Guillou gant ar binioù, a zo ur c'houblad sonerien eus korn-bro Kemper. Ur vro gant un hengoun sonerezh daou-ha-daou pinvidik a zo ezhomm mestroni ha barregezh hollek war ar binviji evit e soniñ. O arz, leun a awen, a chom stag ouzh o gwrizioù. Ar fed meskañ tonioù hengounel gant sonaozadurioù a zigas d'ar c'houblad ur son dezhañ e-unan a zo hiziv arouezius eus ar sonerezh koublad a Gerne-Izel. E 2022 int bet bezkampion Breizh ar sonerien e Gourin, ar maout 'zo deuet ganto er Bluenn Paun hag e kenstrivadeg an Aven.
Gwech ha gwech all e vez Youenn Chapalan ouzh ar binioù. Anavezet mat int o-daou e bed ar sonerien (teir gwech bezkampion Breizh, trec'h priz Yann-Kaourintin ar Gall ha Gus Salaun, pemp pluenn paun war o chupenn ha priz nevezamzer ar C'hastell-Nevez).
Klevet e vezont e pep korn ar Vro ha pelloc'h er festoù-noz ha deiz*, gouelioù-meur, euredoù, hag all... Bep an amzer e vezont pedet e stajoù da stummañ sonerien.
*Lakaet o deus an dud da zañsal e Yaouank, Gouelioù Meur Kerne, Gouelioù Etrekeltiek an Oriant, festival Klegereg, festival Roue Waroch, festival Fisel, Gallésie en fête, Nevezamzer ar C'hastell-Nevez, Nozvezh ar gavotenn, Bagadañs, Taol Kurun, Villejuif, Cachan…ha marteze 'benn nebeut nepell diouzh ho ti !