KonoganAn Habask

Konogan an Habask a zo ur soner bombard, binioù, pib-ilin ha fleüt. Sonerezh breizhat hag iwerzhonat a vez sonet gantañ e strolladoù a bep seurt. Ur stumm c'hoari maget a grouidigezhioù eus an hengoun war-zu ur sonerezh muioc'h hollvedel (sonerezh ar bed). A-drugarez d'e varregezh war meur a venveg e vez pedet da gemer perzh e raktresoù sonerezh liesseurt war al leurenn pe e pladennoù.

Kroget en deus Konogan da zeskiñ seniñ gant ar vombard da c'hwec'h vloaz e Skol Vroadel Sonerezh Kemper gant Jean-Yves Herlédan ha d'e heul gant Pascal Rode ha Christian Faucheur. D’an oad krenn, e voe profet e vinioù dezhañ gant e dad-kozh.

A-benn neuze e krogo da seniñ gantañ hag e implijo tamm-ha-tamm ar benveg gant ar strollad Startijenn, a voe krouet gantañ ha mignoned e 1997. E 2002 e stagas da studiañ ar pib-ilin e Karaez gant Patrick Molard, pa oa eñ e Lise Diwan. Ezel eus Bagad Kemper eo bet, ha gantañ e voe kampion Breizh e 2004. D’ar mare-se e son ivez daou-ha-daou gant e gomper Youenn Chapalain. An daou geneil a vourro o spisaat sonerezh bro Gerne-Izel. Kalz a brizioù a resevo ar c'houblad an Habask-Chapalain da enoriñ o labour ha perzhioù mat o sonerezh.

E 2006 ez a Konogan da soner a-vicher a drugarez d'an abadennoù e Breizh hag en Europa graet gant Startijenn. E 2007 e yelo gantañ e ziplom (DE) sonerezh hag e vez galvet da ginnig stajoù a-gleiz hag a-zehou. Dont a raio er-maez e bladenn gentañ, "D'ar pevarlamm" e miz Du 2012, ur raktres diwanet pell 'zo en e spered, maget a sonaozadurioù, levezonet gant ar sonerezhioù hengounel breizhat hag iwerzhonat. Meuleudius e voe ar pennadoù e-keñver ar bladenn ha degemeret brav (e roll ar pladennoù evit priz meur an Télégramme e vo). En hañv da heul e paouezo gant Startijenn, evit plediñ gant e strollad nevez, Pevarlamm. E 2013 e voe lañset ar strollad gant abadennoù e Breizh hag en estrenvro. An Triad Konogan, ganet eus ar strollad a vo pedet e Bro-Skos (celtic connection ha Piping live e Glasgow), Spagn ha Kebek.

Goude un nebeud bloavezhioù digenstrivadeg e vo trec'h An Habask-Chapalan er Bluenn Paun 2014 ha trede e Kampionad Breizh ar sonerien daou-ha-daou.

E fin ar bloavezh 2015 e vo embannet pladenn "Deltu" Pevarlamm hag a vo degemeret brav ur wech ouzhpenn gant ar selaouerien. Pedet e vint ar bloaz war-lerc'h gant Bagad Bro Konk-Kerne evit kensevel ar grouidigezh "Eren" da-geñver o 30vet deiz-ha-bloaz.

Ingal e vez galvet Konogan da seniñ gant ar bagadoù ha Kampion Breizh e vo gant Bagad Cap Caval e 2016. E-pad an hañv e vez klevet gant Kelc'h Keltiek ar Vro Vigoudenn hag e vint Kampion Breizh War 'l Leur e 2016, 2017 ha 2018.

E 2017 e yelo da heul strollad an talabarder David Pasquet, ur soner brudet ezel eus Ar Re Yaouank, Taÿfa pe c'hoazh Denez Prigent... E 2018, goude un amzeriad annez, e vo kinniget ar grouidigezh "Entan" gant Pevarlamm a c'hoariint betek 2021.

Sortial a ra "Dre ar Vro" e 2019, pladenn an daouad an Habask-Bizien. Ur bladenn divoutin ma vez klevet enni en he fezh ar pib-ilin gant gitar Bernard Bizien war un doniaoueg vreizhat.

E 2020 e vo pedet, gant ar memes benveg, da gemer perzh e krouidigezh 20 vloaz ar strollad Arvest.

Genel a ra K0N0Z e 2021, ur strollad fest-noz savet gantañ en-dro d'e vombard mod kromatek hag e vinioù gant efedoù.

E 2022 eo pedet da genlabourat gant Yann Meur evit sevel ar ganaouenn nevez "Pouchi poucha" diwar istor ha ton orin ar son brudet "Pardon Speied". Ar bloavezh-se e vo an Habask-Guillou bezkampion Breizh ar sonerien e Gourin, ar maout 'zo deuet ganto er Bluenn Paun hag e kenstrivadeg an Aven ivez.

Dont a raio maez pladenn "David Pasquet 3" e 2023, ur c'hendouez etre ar c'houblad binioù-bombard hag ar sonerezh elektronek. Skrivañ a raio Konogan gant Bagad Kemper an heuliad "Sonerezh bev !" a sonint e kenstrivadeg 1añ rummad Sonerion.